Poelladennoù eskemm keloù, petra int ?

Ar pal eo reiñ tro d'ar skolidi da gaout eskemmoù an eil gant egile. Bez e c'hell an eskemmoù-se bezañ etre ar skolaer hag ar skolidi ivez avat.
Lakaet e vez skolidi zo d'ober goulennoù gwirion hag skolidi all da respont. Pal ar goulennoù eo deskiñ traoù diwar-benn ar skoliad all pe diwar-benn un tem bennak.

 


Ar goulennoù gwirion hag ar re n'int ket.

An hini a ra ur goulenn gwirion ne oar ket peseurt respont a vo graet dezhañ.  Ha c'hoant en deus da c'houzout. Lakaomp :
"Peseurt loen a blij dit ar muiañ ?" pe "Peseurt respont az peus kavet ?"

Bez ez eus goulennoù all ha n'int ket gwirion. An hini a ra ar goulenn a oar ar respont en a-raok. Egile a vez lakaet da respont evit abegoù a bep seurt : degas soñj eus un dra bet desket, reizhañ ar yezh … Lakaomp :
"Penaos emañ an amzer hiziv ?" pe "Pe liv eo va roched ?"

 

Perak e vez talvoudus ar poelladennoù eskemm keloù ?


Pa vez eskemmoù gwirion e vez aesoc'h d'ar skolidi kompren ster al labour goulennet ganto. Hag aesoc'h e vez lakaat anezho da gemer perzh. Peurvuiañ e vez kalz imor-labour ganto.
Mat eo ar poelladennoù-se evit lakaat ar fazioù-yezh hag ar mankoù war wel ivez.